|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Hugo Hamilton Troet gant : Herve Beg
Hugo Hamilton a gont e eñvorioù bugaleaj e Dulenn, en Iwerzhon, er bloavezhioù 50 ha 60. E dad, Iwerzhonad gouezeleger, a zo un den start ha dibleg pa vez anv eus yezh, politikerezh hag istor, betek bezañ aheurtet ha kriz a-wechoù.
E vamm, un Alamanez, a ya dre an alamaneg gant he bugale. Bevet he deus mare an eil brezel bed en he bro hag esaeañ a ra, par ma c'hell, distanañ ha dousaat buhez an tiegezh dre fardañ gwestell pe c'hoarzhin a-greiz-kalon.
Ar paotrig, eñ, a doull e hent dre douez ar pezh a wel, a glev hag a zizolo, ken disheñvel ma?z eo buhez ar gêr diouzh hini an diavaez.
Embannadur : Du 2020 Golo gwevn 368 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 360 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-001-8
|
14.00 € TTC Er stok |
|