|
Levr galleg-brezhoneg Rummad : Geriadur
Skrivagner : Martial Ménard
Pa oa deuet er-maez ar geriadur galleg-brezhoneg-mañ e 2012 e oa dija tost da 50 000 pennger ennañ. Evit an embannadur-mañ eo bet adwelet, difaziet ha kresket diwar an notennoù a oa bet savet gant an aozer a-raok e varv. Tremen 1 000 pennger ouzhpenn zo ennañ bremañ.
Gant skouerioù tennet eus al lennegezh klasel, an dastum war an dachenn hag al labourioù nevezc'heriaouiñ eo displeget ar penngerioù. An holl liveoù-yezh zo kinniget : ar yezh klasel, yezh ar pemdez, yezh ar vugale, ar skeudennoù-lavar, al luc'hajoù, an dic'harvaat h.a.
A-bep seurt skouerioù (tennet eus skridoù lennegel, labourioù war ar yezh...) a vez kavet e domanioù disheñvel : ar sportoù, ar gwir, ar plant, al loened, an istor, ar matematikoù...
Un oberenn a-feson evit mont war-raok gant ar brezhoneg.
Embannadur : Kerzu 2020 Golo karton 1452 bajenn - Mentoù : 16,5 x 24 cm - Pouez : 1620 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-38190-004-9
|
49.00 € TTC Er stok |
|