Levr e brezhoneg Dastumad Ar C'hoar Fidelma
Skrivagner : Peter Tremayne Troet gant : Jean-Michel Mahe
664 goude JK. Emañ Fidelma o kuitaat Roma hag a-raok distreiñ d?ar gêr ez a betek abati Bobium evit ober ur weladenn d?he c'helenner kozh, ar breur Ruadan. Gwall c'hloazet eo hemañ hag emañ war e dremenvan.
Amzer en deus evelkent da silañ un toullad geriennoù e skouarn Fidelma a-raok mervel. Buan-tre e wel Fidelma ez eus itrikoù ha kasoni don etre kristenien ha paganiz er c'horn-bro-se. Penaos kompren ar pezh a c'hoarvez pa ne gomzer ket yezh ar vro ha pa n?haller kaout fiziañs e den ebet ?
Fidelma zo hec'h-unan penn o klask dirouestlañ kavailhoù a bep seurt ha muntroù e-leizh.
Heuliad enklaskoù ar c'hoar Fidelma a ra berzh er bed a-bezh pa?z eo bet troet en un ugent yezh bennak. Skrivet eo ar romantoù gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.
Troet diwar ar saozneg.
Embannadur : Chwevrer 2019 Golo gwevn 382 bajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 380 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-93-8
|
14.00 € TTC Er stok |
|