|
Levr e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagner : Yann-Fulub Dupuy
Daou glann er Grennamzer goshañ, bet brezelioù etrezo. Ur gwaz a lignez uhel, an heritour, zo bet lazhet gant ur vaouez eus ar c'hlann enep. An doare nemetañ da gompezañ an traoù, d?en em virout diouzh ur brezel nevez : ar galnys, priz ar gwad.
Met ne vo ket un ebat lakaat an holl a-unan war talvoudegezh an hini marv. Daoust hag un emglev kamm-digamm a vo mat d?an holl ? Ma ne vez ket emglev e vo brezel, unan kriz marteze evel emgann ar C'hrec'hiennnoù glas, chomet war an holl speredoù.
A vann da vann, eus an eil netraig d?egile, al lezenn gozh graet evit diwall ar peoc'h a vo lakaet brall enni gant ar garantez hag ar gasoni, gant spered an itrik hag an emgarouriezh, gant ar sotoni.
Galnys zo unan eus an tri ger chomet eus ur yezh tost d?ar brezhoneg hag aet da get en XIIIvet kantved, ar c'humbrieg/cumric, hag a veze komzet etre Kembre ha Skos. Talvezout a ra da envel ar sammad arc'hant a c'houlenne da zigoll familh un den lazhet ouzh familh ar muntrer.
Pezh-c'hoari e 4 arvest.
Embannadur : Meurzh 2018 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 102 bajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 140 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-89-1
|
8.00 € TTC Er stok |
|