|
Levr brezhoneg-galleg
Skrivagner : Gireg Konan
Gerioù ha troioù-lavar tro-dro da Berroz ha pelloc'h, dastumet ha kinniget gant Gireg Konan diwar gomzoù brezhonegerien ar vro ha notennoù Jakez Konan.
En Bro Berroz evel e lec'h all e Breizh ez eus ur binvidigezh dibar gant ar vrezhonegerien : o yezh hag hec'h arlivioù. Treuzkaset a rumm da rumm a-hed ar c'hantvedoù, implijet bemdez, stummet hag a-wechoù adstummet hervez ijin an dud, pinvidikaet pa veze ezhomm, lezet a-gostez hag ankounac'haet
pa gave d'an nen ne oa ket talvoudus ken, mac'het gant ur yezh kreñv, brevet gant pouez ar skingomz hag ar skinwel en galleg ha gant an nebeud a vri douget dezhi gant an endro politikel.
Met, a-drugarez da hiniennoù evel Gireg Konan ha Jakez Konan araokañ, ez eus bet eosted gerioù, troiennoù ha kement zo hag e vo miret ha rentet d'an holl ar binvidigezh prizius-se.
Embannadur : Here 2017 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 270 pajenn - Mentoù : 19 x 24,5 cm - Pouez : 545 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-83-9
|
20.00 € TTC Er stok |
|