|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Savinien Cyrano de Bergerac Troet gant : Mich Beyer
Erru war al Loar, setu Dyrcona o yaouankaat dre vurzhud Gwezenn ar Vuhez hag oc'h ober anaoudegezh gant ur bed dianav par d?ur baradoz: annezidi o vont war o fevarzroad, o vevañ diwar vurezhioù, oc'h ober gant barzhonegoù evel moneiz, o sevel tiez heloc'h...
Kejañ a ra ouzh gouizieien veur ha dre ar c'haozeadennoù en devez ganto e vo lakaet penn war benn kredennoù startañ Douariz koulz ha re Loariz. Met eno ivez en em gaver buan dirak al lez-varn pa adlakaer e kont lezennoù diazez ar Gevredigezh.
Goude meur a daol-darvoud arvarus ne chomo nemet un diskoulm: en em laerezh en-dro war an Douar. Pezh a raio Dyrcona gant skoazell... an Diaoul.
Dindan ur stumm leun a vousgoap, ur gontadenn filozofek eus ar 17vet kantved lakaet da vezañ unan eus ar romantoù skiant-faltazi kentañ.
Embannadur : Mae 2015 Golo gwevn 114 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 125 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-80-8
|
10.00 € TTC Er stok |
|