Levr e brezhoneg
Skrivagner : Franz Kafka Troet gant : Gérard Cornillet
Joseph K. a labour en un ti-bank. Bevañ a ra e-unan en un ti-lojañ. Diseblant eo ouzh an dud all hag an dud all ne daolont ket kalz a bled outañ. Ur beurevezh koulskoude e teu daou archer da herzel anezhañ. Perak ha gant piv eo tamallet ? N'eus den evit respont d?ar goulennoù-se. Joseph K. a rank neuze talañ ouzh ur prosez.
Mont a ra al lenner da heul Joseph K. dre lec'hioù dic'hortoz, gant tud dic'hortoz, an dud a-lezenn, int-i a zo dic'hortoz ivez. Daoust pelec'h ha pegoulz e vo dalc'het ar prosez diskiant-se ? Daoust hag un termen a vo d?an afer-se hep penn na lost ?
Daoust ma ne oa ket peurechu al levr da vare marv ar skrivagner e lakaer ?Ar Prosez? da vezañ unan eus pennoberennoù lennegezh ar bed.
Embannadur : Mezheven 2015 Golo gwevn 324 fajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 320 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-62-4
|
13.50 € TTC Er stok |
|