|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Stefan Zweig Troet gant : Gérard Cornillet
An daneveller hag ur mignon a zo e bourzh ur vag hag a ya eus New York da Vuenos Aires. War ar vag-se emañ ivez ar c'hoarier-echedoù brudet Mirko Czentovic, an hini na goll nepred ha kampion ar bed. Klask a ra un dornad tud varrek war ar c'hoari kaout an trec'h war ar c'hampion, en aner.
Met setu unan bennak, dianav d?an holl, o reiñ alioù eus ar re wellañ. Ken barrek e seblant bezañ ma c'houlenner digantañ c'hoari a-enep Czentovic.
Piv a vo trec'h ? An hini n'en deus ket c'hoariet abaoe bloa-vezhioù ha bet desket gantañ ar reolennoù en un doare souezhus pa oa bac'het gant an nazied, pe Czentovic, an hini donezonet dreist daoust ma?z eo dizesk ?
Kaout poell pe bezañ lemm a spered ? Setu petra ?glask an danveller kompren o studiañ emzalc'h ha buhez an daou c'hoarier. Liammet don eo ivez an istor gant mare kriz ar brezel diwezhañ.
Ar c'hoari-echedoù eo skrid diwezhañ Stefan Zweig (1881-1942), unan eus brudetañ skrivagner e amzer.
Embannadur : Here 2013 Golo gwevn 104 fajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 115 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-50-1
|
9.00 € TTC Er stok |
|