|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Stefan Zweig Troet gant : Gérard Cornillet
E Vienna penn kentañ an XXvet kantved e kav ur skrivagner brudet, e-touez e lizheroù eus an deiz, unan skrivet gant ur plac'h dianav dezhañ. Piv ?ta eo ar vaouez-se a zispak tamm-ha-tamm, a-hed ar pajennadoù, he buhez liammet don gant e hini ?
Karantez foll, dic'hoanag, dizesper ha marv diouzh un tu, diseblanted, dibreder, disoursi ha buhez skañv diouzh an tu all.
?Lizher ar vaouez dianavez? a zo unan eus brudetañ danevelloù Stefan Zweig (1881-1942) a oa e-touez pennañ skrivagnerien e amzer. Tost da gant vloaz war-lerc'h bezañ bet skrivet n'en deus ket koshaet e skrid. Troet diwar an alamaneg gant Gérard Cornillet.
Embannadur : Eost 2013 Golo gwevn 78 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 85 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-51-8
|
8.00 € TTC Er stok |
|