|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Dir-na-Dor
Erru oa serr-noz ?benn oa diskennet ar c'horf er bez. E oan o teurel warnañ ar paliadoù kentañ, pa glevis ur vouezh o tont ne ouien eus a belec'h... ?Vel a-zindan ma zreid. Chom a ris a-sav, spouronet. Me ?gred e save ma blev a-bik em fenn. Teir gwech e klevis ar vouezh, klemmus evel ur c'harmadenn. Mont a ris ?vit teurel eno ma fal ha tec'hel kuit d?an daoulamm ; met ur sklêrijenn a baras ?n em spered : ?An hini zo aze n'eo ket marv!?
Erwan ar Moal (1874-1957), Dir-na-Dor, eus Koadoud e-kichen Gwengamp, a zo bet unan eus ar re o deus pledet ar muiañ gant ar brezhoneg e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Unan eus ar re o deus skrivet ar muiañ e brezhoneg eo ivez. An danevell kinniget amañ a zo lakaet da vezañ unan eus e skridoù gwellañ. Enni ec'h adkaver unan eus perzhioù heverkañ e ijin : ar fantastik.
Embannadur : Meurzh 2012 Golo gwevn 74 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 85 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-35-8
|
7.50 € TTC Er stok |
|