|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Jakez Riou Tresadennoù gant : Maël Verot
Alanig al Louarn, gaouiad, teod-lidour, treitour, toueller ha brabañser a veve e Breizh setu pell-pell ?zo bremañ. Ne oa ket e bar da itrikañ troioù-kamm evit dont a-benn eus e walldaolioù, betek mont da lakaat a-du gantañ ar roue ha tudjentil e lez.
Met pegeit e c'hello padout evel-se ?
Ar skrivagner en deus adstummet ur vojenn anavezet mat abaoe ar Grennamzer en Europa a-bezh, hini troioù al Louarn fin. An holl, koulz bras ha bihan, o devo plijadur o lenn pe oc'h adlenn un istor leun a flemm hag a fent skrivet en ur yezh bev-buhezek.
Danevellour, barzh, saver pezhioù-c'hoari brudet, Jakez Riou [1899 ? 1937] a chom unan eus hor skrivagnerien wellañ, ha gant ar skrid-mañ e vo gallet gwelet e oa ivez ur marvailher donezonet.
Embannadur : Gouere 2011 Skeudennet e liv - Golo gwevn 150 pajenn - Mentoù : 16 x 24 cm - Pouez : 295 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-29-7
|
14.00 € TTC Er stok |
|