|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Ronan Koadig
Brezhoneg Goueloù ? hag a vez komzet dre vras etre Pempoull ha Gwengamp ? eo moarvat ar rannyezh anavezet an nebeutañ eus ar brezhoneg. Alies ne vez ket kemeret e kont, ?zo kaeroc'h, ha lakaet e vez da heul hini Treger. Mard eo gwir en deus kalz a berzhioù boutin gant hemañ en deus kalz a berzhioù all dioutañ e-unan ivez : e daol-mouezh da gentañ penn, e c'herioù, e droioù yezhadur... Perzhioù en deus ivez hag a vez adkavet, pe e Kernev-uhel, pe e Bro-Wened, pe c'hoazh e brezhoneg Bro-Naoned. Hag evit gwir eo un darn eus « brezhoneg ar reter » a veze komzet e Breizh-Uhel gwechall.
Ronan Koadig, kelenner e skol-veur Roazhon 2, a ginnig dimp amañ an doare brezhonek, adwelet ha kresket, eus ur studiadenn en devoa kaset war-raok e penn kentañ er bloavezhioù 1980.
Embannadur : Here 2010 Golo gwevn 150 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,4 cm - Pouez : 200 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-20-4
|
12.00 € TTC Er stok |
|