|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Jakez-Erwan Mouton
E dibenn an ugentvet kantved emañ ar sonerezh punk gant e skedoù diwezhañ. Erwan, paotr bord ar mor, eo gitarour ha pennkaner ar strollad The Privateers. Ha treuzañ a ray e sonerezh ar speurenn en deus savet etre ar bed hag eñ ? Daoust ha lakaat a ray e galon da vezañ leuniet gant karantez ? Gwall rouestl a zegaso e buhez Estelle, plac'h kêr, poellek ha parfet, tapet he c'halon gant unan all dija.
Jakez-Erwan Mouton a daolenn dimp un istor tud ha karantez e kevredigezh disleberik ha reuzus studierien ha yaouankizoù an amzer-se. Priz kentañ ar Yaouankiz en devoa tapet e 2007 gant e romant "Katrina".
Embannadur : Ebrel 2010 Golo gwevn 100 pajenn - Mentoù : 12 x 19 cm - Pouez : 110 g. Embanner : An Alarc'h Embannadurioù ISBN : 978-2-916835-17-4
|
8.50 € TTC Er stok |
|