|
DVD e brezhoneg
Er bloavezhioù 50, n'eo ket bet komzet brezhoneg ken er familhoù. Ur rummad en doa kavet gwelloc'h luskellat e vugale gant sonioù nevez. Un anv all a oa bet roet d?ar plant ha d?al loened war ar maez. Kollet oa bet o anvioù gant ar parkeier. Hirio koulskoude kalzig a vugale a zo skoliet e klasoù divyezhek. Tud war o leve a glask penaos komz en dro yezh o bugaleaj. Abaoe 2005 eo bet kaset war-raok gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed al luskad Klaskerien soñjoù evit skoulmañ liammoù e brezhoneg etre ar rummadoù. Heuliañ a ra ar film istor ur strollad skolidi a ra anaoudegezh gant Anicet, ur peizant eus Bannaleg a gaso anezho betek Prad Don, ur foenneg a vez douret c'hoazh gantañ e-giz gwechall. El lerc'h burzhudus-mañ a gredfec'h ankounac'haet gant an amzer, e tesko an holl, kozh ha yaouank penaos en em gompren gwelloc'h?
Padelezh : 52 mn.
E brezhoneg istitlet e galleg.
Embannadur : Genver 2008 Mentoù : 13,5 x 19 cm - Pouez : 90 g. Embanner : Kalanna
|
15.00 € TTC Er stok |
|