|
DVD e brezhoneg Rummad : Yaouankiz
Mouezhioù gant : Loeiza Beauvir, Tangi Daniel, Ylva Fowler, Marion Gwen, Laors Jouin, Kristof Le Menn, Manu Mehu, Jil Penneg, Tangi Simon, Klet Beyer, Sarah Floc'h, Tony Foricheur, Tunvezh Gloagenn, Yann-Herle Gourves, Riwal Kermarc'heg, Jean-Yves kervarc'heg...
1941. Disheñvel krenn eo ar bed diouzh an hini a vez deskrivet en hol levrioù Istor. Napoléon V eo a ren e Bro C'hall. Eno, evel e pep lec'h dre ar bed abaoe dek vloaz ha tri-ugent, ez a ar skiantourien diwar-wel en un doare kevrinus hag e rank an dud ober hep an ijinadennoù pennañ.
Ne ouiont ket diouzh ar skingomz, ar skinwel, an tredan, ar c'heflusker dre darzh na diouzh ar c'hirri-nij. Stanket eo ar bed, evel kousket e gouiziegezhioù an XIXvet kantved, gant teknologiezhioù dibaseet ha dindan ren ar glaou hag ar vapeur.
Er bed iskis-se eo ez a ur plac'h yaouank, Ebrel he anv, da glask war-lerc'h he zud, ur c'houplad skiantourien aet diwar-wel. Hag asambles ganti ez a Darwin, he c'hazh gouest da gomz, ha Julius, paotr ar straedoù.
Ouzh dañjerioù ha kevrinoù ar bed kemmet-se e ranko talañ an triad. Gant piv e vez skrapet ar skiantourien abaoe dekvedoù ? Ha gant peseurt gwall bal ?
Padelezh : 105 munutenn.
Istitloù e brezhoneg hag e galleg.
Embannadur : Gwengolo 2020 Mentoù : 13,5 x 19 cm - Pouez : 80 g. Embanner : Dizale
|
15.00 € TTC Er stok |
|