|
Levr brezhoneg-galleg Rummad : Yezhadur
Skrivagner : Mark Kerrain
Tout blanc, tout noir, tout rouge…, a vez lavaret e galleg. E brezhoneg e c’houzer ober gant gwenn-kann, pe un hanter zousenn a droiennoù damheñvel, hag ouzhpenn du-bran e c’haller distagañ un dek lavar ken brav all, hag e-lec’h ruz-tan e reer ivez gant ur pemzek doare ken plijus an eil hag egile.
En dastumadig-mañ bepred e kaver ur 600 skouer bennak tapet eus oberennoù a bep seurt, deuet a zindan un toullad pluennoù brudet (re Luzel, Milin, Perrot, Priel, Yeun ar Gov, Gros ... ), lavaroù bet klevet gante digant brezhonegerien o amzer, hag implijet goude en o skridoù evit hor brasañ plijadur.
Lakomp eta an troiennoù-se da vevañ, greomp gante ha skignomp anezhe d’ar seizh avel, ma vefont klevet goude e genaouioù hon bugale, dezhe da sevel re all, ma karont, diouzh o ezhomm. En eil lodenn al levrig e kinniger un toullad troiennoù diazezet war an adlavaroù.
En trede lodenn e kaver troiennoù-keñveriañ, gant evel, disheñvel diouzh ar re c’hallek alies.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 86 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 125 g. Embanner : Sav-Heol ISBN : 979-10-90456-64-8
|
5.00 € TTC < 5 dev. |
|