|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Guy de Maupassant Troet gant : Mark Kerrain
Ne oa ket ral ar skridoù troet diwar ar galleg gwechall, nemet ne oant ket lennegezh peurliesañ. Er c'hantved-mañ e pleder muioc'h gant arz ar skrivañ ha setu skridoù a zindan pluenn unan eus mistri an danevelliñ, Guy de Maupassant.
Norman ha Parizian e oa, ha beajiñ a reas ivez e Breizh, Provañs, Korsika, Aljeria. En holl vroioù-se e skrivas diwar-benn maouezed.
Dastumad 9 danevell.
« Anaoudegezh a ris gant an Itron de Jadelle e Pariz, en hañv diwezhañ. Kenañ e plijas din raktal. Hec'h anaout a rit avat kement ha me? ho tigarez? tost kement ha me?
Gouzout a rit pegen pennadus eo-hi, ha barzhonius war un dro. Eeun he doare ha fromidik he c'halon, maouez a youl, disuj he spered, hardizh, leun a intrudu, dispont, dirakvarn e pep keñver, ha, koulskoude, milis hec'h ene, milzin, feukidik, tener hag elevezek. »
(Ar prenestr)
Embannadur : Here 2018 Golo gwevn 94 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 95 g. Embanner : Sav-Heol ISBN : 979-10-90456-33-4
|
7.50 € TTC Er stok |
|