|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Mark Kerrain
Prest oc'h d?ober anaoudegezh gant un toullad tud iskis ? Setu Kerloc'h-Omnes, enklasker ha debrer pizza ; ur reder-noz spontet, hag a chom er gêr bremañ ; ur c'habiten eus Naoned ; ur vondianez eus Benac'h. Diwallit ouzh ar pesked a gavit en ho poest-lizheroù : pesked-Ebrel int marteze. Krenit o lenn gweladenn un amezeg war hon Douar-patatez. C'hoarzhit gant troiad Herve hag Enora da Virdi Roazhon. Selaouit istor ar priñs ha ne oa ket dimezet d?ur baourez. Hunvreit e Kêr Is hag ar briñsez Dahud. Dihunit goude emgann an Alre. Beajit da Afrika. Ha deskit penaos e oa ar vuhez a-raok amzer ar skinwel.
Unnek kontadenn, kozh ha nevez, evit ar studierien.
Embannadur : Gwengolo 2010 Golo gwevn 74 pajenn - Mentoù : 14,8 x 21 cm - Pouez : 110 g. Embanner : Sav-Heol ISBN : 978-2-95344848-1-6
|
7.00 € TTC Er stok |
|