|
Levr bannoù-treset e brezhoneg Dastumad Vick ha Vicky
Istor ha tresadennoù gant : Bruno Bertin Troet gant : Jil Penneg
" Enizenac'h,enezennig 7 km a hirder, zo unan eus ar re gaerañ er Mor Bihan. Bevañ a ra gant an douristelezh hag ar sevel istr. Gouez pe glas eo he aodoù.
He rozioù hag he ziez a ziskouez un enezenn sioul ha plijus. "
En dremmva-se leun a vojennoù e oa bet divizet gant ur skout yaouank, Angelino, da dremen e vakañsoù hañv. Met traoù iskis a vo gwelet gantañ da vare un nozvezh arnev : mont a ra ur vaouez hag ur gwaz diwar wel dirazañ e dourioù ar Mor Bihan.
Angelino a gont e istor d'unan kozh war an enezenn. Hemañ a ya da gontañ d'an holl war an enezenn eo MOJENN ENIZENAC'H zo o tont en-dro eus an amzer dremenet. Hegaset eo Angelino gant an dud daoust d'ar pezh zo bet dizoloet gantañ antronoz el lec'h ma oa aet an dud diwar wel.
Goulenn a ra sikour digant e vignoned : Vick, Vicky ha bagad ar bleizi gwenn. Met ur wezh degouezhet war an enezenn, lod anezho a ya diwar wel ivez.
Daoust hag e vefe satanazet an enezenn ?
Daoust hag e vefe gwir ar vojenn en ur mod bennak ?
Kit da heul Vick ha Vicky evit an dro-gaer-mañ zo leun a arnevioù hag a gevrinoù.
Embannadur : Du 2008 Skeudennet e liv - Golo karton 48 pajenn - Mentoù : 22,5 x 30 cm - Pouez : 455 g. Embanner : P'tit Louis ISBN : 978-2-914721-20-X
|
10.00 € TTC Er stok |
|