|
Levr e brezhoneg Rummad : Yaouankiz Dastumad Chipo
Istor ha tresadennoù gant : Christophe Boncens Troet gant : Drian Bernier
E-pad an noz e-kreiz an hañv, ken tomm eo an amzer ma ne teu ket a-benn Chipo da gousket, hag e tiviz neuze mont da bourmen. Kejañ a ra gant ur bern mignoned, met cheñchet bras o deus holl !
Ar yar a zo deuet da vezañ ur sorserez vil, al logodenn un euzhvil gant dent hir spontus, prest da zebriñ Chipo. Emaint holl o redek war e l'erc'h ! Huchal a ra, spontet !...
Hag a greiz-holl e klev ur vouezh tener : "Chipo, dihun !" Digeriñ a ra e zaoulagad hag e wel e vignonez Rozenn. Eurüs a-walc'h, n'he deus ket cheñchet.
C'hoarioù bihan pe labourioù dorn a zo kinniget e fin al levr.
Embannadur : Meurzh 2014 Skeudennet e liv - Golo karton 30 pajenn - Mentoù : 14,5 x 18,5 cm - Pouez : 190 g. Embanner : Beluga ISBN : 978-2-84346-658-8
|
8.00 € TTC Er stok |
|