|
Levr e brezhoneg Rummad : Yaouankiz Dastumad Chipo
Istor ha tresadennoù gant : Christophe Boncens Troet gant : Drian Bernier
Brizhkredennus-tre eo Chipo, ha pa gej gant Lus, ar c'hazh du, kludet war e skeul, e grog da bennfolliñ ! Redek ha lammat a ra e pep lec'h, plantañ a ra reuz en ti-feurm a-bezh, ma grog al loened all da fuloriñ : skuilhañ a ra laezh ar vuoc'h war al leur, strinkañ a ra dour ar yar...
Ur wech sioulet e c'hello Chipo, gant sikour e vignoned, meizañ e emzalc'h un tamm diboell...
C'hoarioù bihan pe labourioù dorn a zo kinniget e fin al levr.
Embannadur : Meurzh 2014 Skeudennet e liv - Golo karton 30 pajenn - Mentoù : 14,5 x 18,5 cm - Pouez : 190 g. Embanner : Beluga ISBN : 978-2-84346-655-7
|
8.00 € TTC Er stok |
|