|
Levr e brezhoneg Dastumad Priz ar yaouankiz 2017
Skrivagner : Goulc'han Kervella
E levr-mañ e vo lennet daou zoare danevelloù disheñvel : peder anezho a dremen da geñver ar marv ha goude ar marv. Teir diouzh ar re-mañ o vezañ bet kempennet gant G. Kervella diwar mojennoù dastumet gant Anatol ar Braz, ar bedervet, Liza Gorel, zo diwar Claude Seignolle.
Teñval eo al liv anezho. Ar beder danevell all a denn d'ar vuher o c'henel. Kontadennoù Nedeleg ez eus anezho, savet gant Goulc'han Kervella.
Laouenoc'h int, ha leun a c'hoanag, petra bennak ma tremenont e-kerzh ar brezel 14, en ur gêr vras pell diouzh ar vro, en un enezenn vihan kollet e-kreiz ar mor bras pe en un embregerezh kouezhet en he boull.
Embannadur : Gwengolo 2016 Golo gwevn 76 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 75 g. Embanner : Keit Vimp Bev ISBN : 978-2-86824-274-7
|
6.00 € TTC Er stok |
|