|
Levr bannoù-treset e brezhoneg Dastumad Paotr Louarn
Istor ha tresadennoù gant : Laurent Lefeuvre
Ur c'hrennard o vevañ e Roazhon eo Paol. Dont a raio da vezañ un den-louarn goude bezañ strobinellet. Plijet-bras eo er penn-kentañ met dreistgalloudoù ar paotr a lakao anezhañ diaes buan a-walc'h.
Er rann gentañ-se en em gav Paol gant ar strobineller Dotki e-kerzh an nozvezh ma vo treuzkaset dezhañ ar galloudoù iskis-se a raio ur paotr-louarn anezhañ.
Bezañ ur c'hrennard, en em santout e-unan-penn, bezañ er c'hañv, deskiñ penaos mont davet ar re all, merañ ar feulster hag ar gouennelourieh, kaout c'hoant da cheñch ar bed en un doare pozitivel, sed aze kement sujed a vo kaoz anezho gant fent a-wechoù er c'hentañ Comics e brezhoneg.
Embannadur : Here 2014 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 54 fajenn - Mentoù : 17 x 26 cm - Pouez : 195 g. Embanner : Keit Vimp Bev ISBN : 978-2-86824-235-8
|
7.50 € TTC Er stok |
|