|
Levr+CD brezhoneg-galleg
Skrivagner : Job an Irien Tresadennoù gant : Geoffrey Berniolle
Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc’h Dall, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.
Ha gouest e vo hor bro da virout hec’h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc’hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc’h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc’h Breizh dec’h hag hiziv ha da empennañ hini warc’hoazh.
Gant ar c’haier pedagogel a gavot e fin al levr e c’hallot ober anaoudegezh gant al laz-seniñ sinfonek, binvioù eus ar broioù keltiek ha teknikoù an enrollañ. An istorour Loeiz Elegoed a gont deoc’h istor ar brezhoneg eus an XVIIIvet kantved betek bremañ !
Ul levr sonerezh kaer, divyezhek brezhoneg-galleg, skeudennaouet gant Geoffrey Berniolle evit ar familh a-bezh !
Perzh o deus kemeret Véronique Autret, Gilles Servat, Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, kanerien eus Korsika, toserien Bagad Kemper…
Embannadur : Here 2022 Skeudennet e liv - Golo karton 52 bajenn - Mentoù : 24,5 x 24,5 cm - Pouez : 535 g. Embanner : Bannoù-Heol ISBN : 978-2-913652-86-6
|
22.90 € TTC Er stok |
|