|
Levr bannoù-treset e brezhoneg
Skrivagner : Inès Léraud Tresadennoù gant : Pierre Van Hove Troet gant : Tugdual Carluer
Abaoe fin ar bloavezhioù 1980 zo marvet daou-ugent loen ha tri den da vihanañ goude bezañ aet war an aod vev.
Goût a-walc'h a ra an holl piv eo ar serial killer. Gant ar c'hwezh uioù brein e vez traiset. E penn ar re diskred warne emañ an hidrogen sulfurek (H2S) savet diwar ar bezhin glas. Galvet zo d'an evezh dre veur a wech gant kalz a geodedourien ha keodedourezed, hep dont a-benn d'ober na vefe ket a wallzarvoudoù ken.
Evel-se e oa marvet Thierry Morfoisse e 2009, goude bezañ charreet ur c'harrad bezhin glas e re. N'eo nemet e 2009, nav bloaz goude ma oa marvet, e oa bet anzavet e varv evel gwallzarvoud el labour.
Arouez un droug stanket don eo ar bezhin glas, ganet diwar al lezennoù da vodernaat al labour-douar er bloavezhioù 1960. En em voutañ a ra o c'hwezh fall-euzus en ur bed a interestoùù ha laoskoni o veskañ pennoù bras ar gounezvouederezh, skiantourien douetus o deontologiezh, politikourien aon enne evit an implij pe o brud touristel.
Embannadur : Gouere 2023 Skeudennet e liv - Golo gwevn 160 pajenn - Mentoù : 19,5 x 25,5 cm - Pouez : 540 g. Embanner : An Amzer embanner / Le Temps Editeur ISBN : 978-2-3631-2130-1
|
20.00 € TTC Er stok |
|