|
Levr e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagner : Françoise Thyrion Troet gant : Sten Charbonneau
Ur bouilh a vaouez kran ha fichet-kaer a zeu tre er sal, gant ar soñj prezegenniñ diwar-benn ar skrivagner klasel ar brudetañ er Frañs : Jean-Baptiste Poquelin, lesanvet Molière...
Sirius ha chik da gentañ, met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz ma vefe un den all en he c'horf hag en he spered... hag ur gwaz eo a gomz dre he c'henou, ur gwaz a oar pep tra diwar-benn Molière !
Iskis an tabut etre ar vaouez hag an den-se... E dibenn ar pezh e ranko ar brezegennerez anzav :"'Vit-se, me 'ni eo, Molière !".
Gant Françoise Thyrion eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-mañ, bet savet gant ar gompagnunezh c'hoariva "Science 89" ha leurennet gant Michel Valmer. C'hoariet eo e galleg e 12 bro, en tu all da 2000 gwech ha troet e 6 yezh. Gant Nolwenn Korbell eo bet diskleriet ar pezh e brezhoneg.
Embannadur : Gwengolo 2020 Golo gwevn 48 pajenn - Mentoù : 15 x 21 cm - Pouez : 85 g. Embanner : An Amzer embanner / Le Temps Editeur ISBN : 978-2-36312-104-2
|
8.00 € TTC Er stok |
|