|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Sir ArthurConan Doyle Troet gant : Olier Biguet
Ur valloz kriz a zo kouezhet war familh ar Vaskervilled, ha war maner o hendadoù, ur savadur digenvez e-kreiz ul lannge c'houez : a-wechoù e tifoup ur c'hi diaoulek, ul loen euzhus, bras-divent, o kas gantañ an Ankou war e gein.
Ha liv gwir zo deuet war ar vojenn gañvaouus-se gant marv trumm ha skrijus Sir Charles Baskerville ha gant ar yudadennoù hirisus a vez klevet bep an amzer o tont eus ar geunioù, eus Geun Vras Grimpen.
Koulskoude e tivizo Sir Henry Baskerville, pennhêr nemetañ Sir Charles, mont da vevañ er maner.
Kerkent hag erru e Lonrez avat, hag eñ o tont eus Bro-Ganada, e resev hemañ ul lizher dizanv : "M'hoc'h eus damant d'ho puhez ha d'ho poell, pellait diouzh al lanneg."
Daoust d'ar gourdrouz e raio Sir Henry ar veaj betek Baskerville Hall, maner e fmailh. Di ez aio ivez Watson, keneil feal Sherlock Holmes, da ziwall ar baron yaouank.
Embannadur : Here 2011 Golo gwevn 270 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 245 g. Embanner : Keit Vimp Bev ISBN : 978-2-86824-173-3
|
9.00 € TTC Er stok |
|