|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Laurence Lavrand Troet gant : Sparf
Evit Margaux, n'eo ket plijus ar vuhez ; fallgonoñ a ra : n'he deus ket kalz arc'hant evit bevañ, n'em em glev ket mat gant he mamm, hag ouzhpenn ne fell ket da hounnezh komz diwar-benn he zad, un den dianav, da Vargaux. N'eo ket gwelloc'h er skol, gant ar bikez-se a Gatie hag he deilhad diouzh ar c'hiz, prenet ker-ruz gant he mamm binvidik. Avi he deus Margaux outi.
Dre voneur eviti emañ Charlotte en he buhez, he mignonez wellañ. Ha Valentine ivez, ur plac'h yaouank-kozh a zo o chom e kreiz-kêr. Ganto e tremen buan an amzer, evel gant he mignonezh kozh Nadjati, gwechall, pa oa o chom er C'homorez.
Ha setu ma tifoup Nadjati a-greiz-holl, evel un huñvre, tec'het dre guzh diouzh krabanoù un eontr drouk.
Ur vuhez nevez a grog enta evit Margaux, oc'h adskoulmañ mignoniezh gant Nadjati, evel div c'hoar, hag o klask tostaat muioc'h-mui ouzh kalon Antoine, breur Charlotte, piket he c'halon gantañ ; ha kement-se en ur gas da benn, dre guzh, un enklask diwar-benn amzer dremenet he mamm, war roudoù he zad, un enklask war he buhez-hi e gwirionez.
Embannadur : Here 2011 Golo gwevn 264 fajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 240 g. Embanner : Keit Vimp Bev ISBN : 978-2-86824-174-0
|
9.00 € TTC Er stok |
|