|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Naig Rozmor
Pa oa deuet er-maez Karantez ha Karantez e 1977 e voe un darvoud a cheñchas penn-da-benn doareoù al lennegezh vrezhonek, met ivez doareoù ar gevredigezh vrezhonek adalek neuze.
Evit ar wezh kentañ e lenned hag e selaoued trivliadennoù ur varzhez deuet eus deun he c'hreizon, hep kuzhat tra, hep lakaat ur gwiskamant a bilpouzerezh goulennet ordinal gant reolennoù strizh ar gevredigezh.
Gant Naig Rozmor ez eus lakaet aze ur maen-bonn : hiviziken e c'haller komz eus santimantoù, eus aktoù a garantez, eus an darempredoù revel... e brezhoneg ivez. Pell omp diouzh spered Feiz ha Breiz.
E vezer gant ur frankiz da zieubiñ ar mennozhioù evel m'eo dleet. Hag ar brezhoneg eo an arm karetañ da Naig Rozmor evit lakaat fraezh ha sklaer he mennozhioù, he soñjoù, he santadurioù. En hent emañ reveulzi ar speredoù.
Ouzhpennet ez eus bet barzhonegoù all bet savet goude 1977, barzhonegoù hag a zalc'h gant ar memes spered diyevañ o c'horfkenn d'an dud bac'het en ur gevredigezh strizh.
Rakskrid gant Erwan Hupel. Raklavar gant Bob Simon.
Embannadur : Meurzh 2023 Golo gwevn 108 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 150 g. Embanner : Tir ISBN : 978-2-917681-44-2
|
9.00 € TTC Er stok |
|