|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Robert Louis Stevenson Troet gant : Pierrette Kermoal
An Ao. Utterson, noter dic'hoarzh, yen, nebeut kaozeüs, zo "plijus koulskoude en e zoare", ken en deus un niver a vignoned feal, en o zouez an Dr Jekyll, brudet e kêr evit e ouiziegezh hag e vadoberoù.
Trefuet eo Utterson gant pezh a gont dezhañ an Ao. Enfield : gwelet en doa un doare euzhden anvet Hyde o vac'hellañ ur plac'hig, war ar straed, ha mont kuit difrom-kaer ouzh he lezel o krial war al leur.
An noter a sant buan ez eo emellet Jekyll en darvoud gwall enkrezus-se, seul vuioc'h ma anzav e vignon e-unan : "Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde." Sebezet ha chalet eo Utterson.
Neuze, dre vignoniezh koulz ha dre guriusted, e vo kaset da ren ur gwir enklask polis evit diskuliañ ar c'hevrin a liamm an Dr Jekyll ha Mr Hyde.
Embannadur : Here 2012 Golo gwevn 114 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 165 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-18-0
|
12.00 € TTC Er stok |
|