|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Morgan ar Menn
Hag anaout a rit Tangi Malmanche ?
Sed a c'hallfe bezañ istitl an dastumad-mañ, ma kinnig Morgan ar Menn dodennoù diazez oberennoù ar skrivagner : mousfent, relijion, flemmgan, barzhoniezh, preder gant ar marv...
Met skod an arnodskridoù-mañ zo da gentañ penn kouviañ al lenner da zizoleiñ arvezioù dic'hortoz personelezh orinel ar skrivagner, hag e roll devoudus en eskoradur ul lennegezh vrezhon a live uhel.
Labour Morgan ar Menn a-zivout Marvailh an Ene Naonek e 2004 zo bet un elfenn a bouez en deur a weler bremañ o kreskiñ en-dro da oberenn ar skrivagner.
Levraouegerez e Skolaj Diwan Gwened, he deus Morgan krouet eno ur Gerlenn skrivañ : testennoù savet gant «Korriganed Gwened» zo bet embannet en dastumad Dre odeoù ar faltazi (Priz ar Grouerion Yaouank 2013).
Perzh oberiant a gemer ivez en obererezh ABER.
Embannadur : Here 2015 Golo gwevn 168 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 225 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-31-9
|
13.00 € TTC Er stok |
|