|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Peter Tremayne Troet gant : Jean-Michel Mahe
Romant polis.
Goude kemer perzh e Sened Autun, Fidelma hag he gwaz Eadulf zo savet e Naoned e-bourzh ar Vorwaz, ul lestr kenwerzh deuet da sammañ holen e Gwenrann. Hedañ a reont aod su Breizh, etre ledenez Rewiz hag inizi Houad hag Edig. Amzer gaer, avel a-du, an treizh betek Iwerzhon a ginnig bezañ didrubuilh, met a-greiz-holl :
« Ur ouel ! Rag-enep ! » [...]
« N'eo ket ul lestr kenwerzh, » eme an eil-kabiten. « Ul lestr herrek eo, ha dont a ra etrezek ennomp. » [...]
« Douetañs ebet, ul lestr brezel eo, » a gadarna ar c'habiten.
Muntroù, preizherezh... Setu Fidelma kaset da enklask war aodoù ar Mor Bihan, m?eo spouronet ar boblañs gant mestaolioù ur forbann kevrinus, Koulm ar Marv.
Koulm ar marv, kentañ tro-gaer C'hoar Fidelma e Breizh, zo bet troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.
Embannadur : Here 2014 Golo gwevn 414 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 525 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-10-4
|
17.00 € TTC Er stok |
|