|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
War-dro dibenn 1978-1980 e dibenn an hañv.
Ur sizhuniad "Kamp istor ha relijion". Ur strollad krennarded e gwerjez Abati an Aelez, e porzh an Aber Ac'h, o vont da veajiñ dre ar vro, war roudoù sant Herve, Mikeal an Nobletz, sant Anton...
Emaint o pleustriñ war ur pezh-c'hoari : leaned sant Frañsez o tont d'ober o annez en Aber Ac'h. Oc'h ober war o zro, Youna - ur vamm yaouank - hag ar c'hloareg Frañsez, a zo gant e vloavezh diwezhañ er c'hloerdi bras.
Da sul da noz e teu ur paotr yaouank, koshoc'hik eget ar re all, d'ar c'hamp ivez. Dibab a ranko ar c'hloareg etre galvidigezh Doue ha galv ar bed...
Embannadur : Here 2018 Golo gwevn 88 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 135 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-40-0
|
11.00 € TTC Er stok |
|