|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Roparz Hemon
« Ne ran amañ nemet istorig Tangi Kerviler », eme an daneveller, eleze Tangi e-unan, e pajennoù diwezhañ ar romant.
Tangi a zispleg penaos e voe kemmet penn-da-benn e donkad gant un darvoud dic'hortoz, dleet d?an degouezh ha d?an amzer fall : e gejadenn gant ar priñs Alan,.
Ar romant zo danevell pevar bloaz eus buhez ar c'hrennard, eus 14 da 18 vloaz, e dibenn an XVIIIvet kantved, e Breizh.
E Breizh ? Da vare an Dispac'h gall ? Gwelloc'h d?al lenner ober daou sell, ha daou soñj ! Amañ c'hoazh e c'hoari Roparz Hemon gantañ?
Ur romant istorel eo Tangi Kerviler ? Ur romant karantez ? Ur romant deskoniadur ?
D?al lenner d?ober e soñj. Un dra zo anat, avat : an oberenn-mañ, eil romant diwezhañ Roparz Hemon, zo diziouerus evit kompren ster e obererezh adal krouidigezh Gwalarn e1925.
Met evel kalz eus oberennoù Roparz Hemon, mard eo bliz d?an arbennigourion war al lennegezh, e kinnig da gentañ holl plijadur al lennadenn, d?ar grennarded pergen.
Embannadur : Ebrel 2007 Golo gwevn 140 pajenn - Mentoù : 14 x 20 cm - Pouez : 210 g. Embanner : Aber ISBN : 978-2-916845-02-9
|
10.00 € TTC Er stok |
|