|
Levr galleg-brezhoneg Rummad : Yezhadur
Skrivagner : Émile Granville
Ha traoù zo da zeskiñ c’hoazh war ar verb bezañ-bout ? Sur a-walc’h ! Kavout a reot e-barzh al levr-mañ displegadennoù diwar-benn orin ar verb bezañ, emdroadur anezhañ, displegadurioù hag implij anezhañ hervez ar rannyezhoù. Arabat disoñjal e oa bet ganet digantañ ar verb endevout (kaout).
Ur verb dispar eo hag en deus kemeret meur a stumm hervez ar broioù. E fin al levr e kavot ivez ur c’heriaoueg, ouzhpenn 240 ger enni, gant gerioù stummet pe deveret diwar ar verb bout, gerioù hengounel pe nevezc’herioù.
Embannadur : Mezheven 2024 Golo gwevn 166 pajenn - Mentoù : 21 x 30 cm - Pouez : 475 g. Embanner : Embannadurioù ar Peniti ISBN : 978-2-9582286-3-7
|
15.00 € TTC Er stok |
|