Levr galleg-brezhoneg
Ma’z oc’h gouest da lenn ar skrid-mañ, n’eo ket graet al levr-mañ evidoc’h ! Met hep mar ebet e anavezit tud ha ne oaront ket brezhoneg hag o deus skoliataet o bugale en un hentenn divyezhek pe dre soubidigezh… pe tud hag a zo e-sell d’en ober.
Moarvat en em c’houlenn ar re-se penaos e vo kont pa n’int ket evit kompren ar yezh. Ma, setu amañ peadra da zinec’hañ anezhe : kavet e vo el levr-mañ kement zo ezhomm evit ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha bezañ e-tailh da heuliañ labour-skol o bugale, na pa ne c’hallfent ket kompren pep tra.
Embannadur : Here 2024 Skeudennet e liv - Golo gwevn 62 bajenn - Mentoù : 15 x 21 cm - Pouez : 140 g. Embanner : Kuzul Skoazell Sant-Brieg ISBN : 979-10-415-5020-3
|
13.00 € TTC Er stok |
|