1. 'Maomp ket a-du ! (3:12)
2. Redadeg an Ankou (2:49)
3. Bed ar "yaouank-kriz" (3:59)
4. Kerzhet he deus (3:59)
5. Aet omp holl skuizh (3:27)
6. Bec'h d'ar vuhez (2:06)
7. Olala (3:51)
8. N'em eus ket aon ! (3:15)
9. Ar morlaer (3:11)
10. Betek an trec'h (3:43)
|
CD audio e brezhoneg
Kinniget gant : Rhapsoldya, Brieg Guerveno, Loeiza Beauvir, Chapi Chapo ha skolajidi ar Releg
Unan eus raktresoù skolaj Diwan ar Releg er bloavezh skol 2014/2015 a oa enrollañ ur bladenn gant sikour sonerien ha kanerien a-vicher, ha brezhonegerien anezho.
Ur sizhunvezh-pad en deus labouret pep live gant un arzour pe ur strollad, kement ha dizoloiñ e sonerezh, ha sevel ur ganaouenn asambles gantañ.
Brieg Guerveno, Loeiza Beauvir (Kreiz Breizh Akademi), Tangi Simon ha Patrice Elegoet (Chapi Chapo), Youenn Roue ha Klet Beyer (Rhapsoldya) eo an arzourien o deus kemeret perzh er raktres.
Embannadur : Mae 2015 Pouez : 105 g. Embanner : Diwan
|
12.00 € TTC Er stok |
|