Levr e brezhoneg Rummad : Yaouankiz
Istor ha tresadennoù gant : Mai Lan Chapiron Troet gant : Tifenn Merien
« Setu da gorf, dit-te eo. N'en deus den ebet gwir da douch anezhañ ma n'eo ket mat dit. Te eo mestr pe mestrez da gorf. »
Gant ar gemennadenn eeun met diazez-se eo e tigor albom Mai Lan Chapiron. Pedet eo al lenner·ez yaouank da anavezout h·e lodennoù prevez, da envel anezho ha da ziwall anezho. Desket e vez eo dezhi pe dezhañ hag ez eus gwir da lavarout “KET” !
Un albom fentus ha gant kalz livioù evit deskiñ d'ar vugale vihan penaos dizoleiñ o lodennoù prevez ha diwall anezho !
Embannadur : Here 2025 Skeudennet e liv - Golo karton 30 pajenn - Mentoù : 15 x 15 cm - Pouez : 240 g. Embanner : Timilenn ISBN : 978-2-487271-03-6
 |
10.00 € TTC  Er stok |
|