|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Gao Xingjian Troet gant : Yann-Varc'h Thorel
D'an troc'h, d'an trec'h, d'ar c'himiad, d'an disrann ez omp kaset amañ gant an aozer e sigur dispenn roudoù ar vugeliezh ha klask gwrizioù an hanvoud.
Diouzh ar gevredigezh, ar bloc'h, ar c'hedveno e tec'h e rannbarzhioù arlezioù Sina, e diavaez kavell ar riez, war an uhelderioù, er c'hoadegi divoulc'h, e mammenn an henbobloù, evel ur foet-bro awenet.
Pellaat a ra ar c'heveller diouzh pep kelennadurezh konfusiat pe bolitikel ha hentiñ ar gouezeri. Evit reiñ e saour d'ar romant e tilez pep steuñvenn.
Evit lakaat hed ha sklaeraat an diarselloù e kemm-digemm raganv-gour e unangomz ("me", "te", "eñ", morse "ni"). Ha dizoleiñ en diwezh emañ gwrizioù unan, neket en douar-mañ-douar, met en e anien, en e unigez, en e gaouded.
Embannadur : Du 2010 Golo gwevn 532 bajenn - Mentoù : 14 x 21,5 cm - Pouez : 670 g. Embanner : Éditions Apogée ISBN : 978-2-84398-354-2
|
22.00 € TTC Er stok |
|