|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Istor ha tresadennoù gant : J.R.R. Tolkien Troet gant : Alan Dipode, Joshua Tyra
En un toull en douar e veve un hobbit. Un toull displijus, lous, gleb, tammoù preñved ha c'hwezh al lec'hid ennañ ne oa ket, na kennebeut un toull sec'h, noazh, traezhek, netra ennañ evit azezañ pe zebriñ : un toull-hobbit e oa, ar pezh a dalvez kletadurezh.
A-zivout un hobbit anvet Bilbo Sac'heg a zo sammet dillo en ur veaj zic'hortoz gant Gandalf an hudour hag ur gompagnunezh trizek korr eo an istor-mañ, a zo klasel er faltazi evit lennerion a bep oad. An Hobbit zo un danevell a gurioù dreist, sevenet gant ur gompagnunezh korrien a zo o klask aour diwallet gant un aerouant.
A-rekin e kemer Bilbo Sac'heg perzh er c'hlask pirilhus-se, pa 'z eo-eñ un hobbit dic'hoantek a gar e gletadurezh, ha souezhet eo e-unan zoken gant e ijinusted hag e ampartiz evel c'hwiblaer. Kejadennoù ouzh trolled, gobilined, korrien, elfed
ha kevnid ramzel, pennadoù-kaoz gant an aerouant, Smaog, hag ur vezañs kentoc'h diratozh en Emgann ar Pemp Lu n'int nemet un nebeud eus ar planedennoù a zegouezh gant Bilbo. Bilbo Sac'heg en deus kemeret e lec'h e renkad harozed divarvel ar faltazi evit ar vugale. Embannet evit ar wech kentañ e 2001. Adembannadur, reizhet hag adwelet.
Skrivet gant ar c'helenner Tolkien evit e vugale dezhañ, An Hobbit a voe meulet gant ar skridvarnouriezh kerkent hag embannet. Holl dresadennoù ha kartennoù an aozer zo el levr.
Eil embannadur, reizhet hag adwelet (embannet evit ar wech kentañ e 2001).
Embannadur : Eost 2020 Skeudennet e liv - Keinet 258 pajenn - Mentoù : 14,5 x 22 cm - Pouez : 565 g. Embanner : Evertype ISBN : 978-1-78201-269-6
|
27.95 € TTC Er stok |
|