|
Levr e brezhoneg Dastumad Priz ar yaouankiz 2011
Skrivagner : Yann-Fañch Jacq
Un tamm drol ez eo echuet ar bloavezh. Pep hini zo deuet d'e dro betek al lise, amzer da dremen an arnodenn dre-gomz. Evit an arnodennoù dre-skrid hon eus bet ar santimant da vezañ tremenet an eil e-kichen egile. N'hon eus ket bet amzer d'en em gavout, e gwirionez. Nemet amzer ur banne chokolad, en ur c'hafedi, en tu all d'ar straed. Hag echu.
Bez' e c'hellfe Jennifer en em dennañ brav gant e studioù. Met dedennet eo gant Mael kentoc'h. Ur paotr brav ma 'z eus unan, kizidik, barrek-spontus war ar sonerezh. Ha klañvidik, betek re. Carpe Diem, tennañ gounid eus an amzer o trement, karout ha tañva plijadur ar vuhez a fell da Jennifer ober, 'keit ma c'hello. Ha setu hi ha Mael loc'het evit bevañ o avañtur.
Embannadur : Here 2010 Golo gwevn 70 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 70 g. Embanner : Keit Vimp Bev ISBN : 978-2-86824-150-4
|
6.00 € TTC Er stok |
|