|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagnerien : Pierre-Yves Arzul, Marcel Diouris, Frañsez Favereau, Yann Gerven, Daniel Giraudon, Romain Grouazel-Krauss, Guy Kerherve, Gireg Konan, Pascal Lintanff, Jérôme Olivry, Fañch Peru, Jef Philippe, Denez Prigent, Fañch Rebours, Serj Richard, Fulup Daouz
A-viskoazh eo bet Bro-Dreger ha Bro-Oelo douar barzhed ha marvailherien o tispenn roudoù an Uhel, ar Braz ha kement zo bet d?o heul evel Añjela Duval ha meur a hini all tre betek hiziw.
Setu e vo kavet amañ, neket sonioù na marvailhoù a c'hiz kozh, mod gwechall-gozh, mes danevelloù eus an amzer-vremañ hag eus bloaz o ren zoken. Betek gwerzioù Denez, danevelloù war gan, neketa !
Triwec'h den o deus savet un danevell ha hiniennoù anezhe ouzhpenn unan, darn anavezet-kaer pe abaoe pell zo evit skrivañ e brezhoneg, lod all o kregiñ gant ar vicher skrivagner. Kozh ha yaouank a gaver kement-ha-kement en dastumad.
Tud a bep korn eus Treger Vras, Treger Vihan, eus Goelo ivez, bet ganet ha maget eno pe deuet da chom di ha degaset gante livioù all d?ar brezhoneg skrivet, kement ha kemmeskañ e-skeud pividikaat hon lennegezh.
Embannadur : Du 2020 Golo gwevn 250 pajenn - Mentoù : 15 x 22 cm - Pouez : 390 g. Embanner : Embannadurioù Goater ISBN : 979-1-097465-45-2
|
10.00 € TTC Er stok |
|