|
Levr e brezhoneg (ket peurunvan)
Skrivagnerien : Jean-Marie Goater, Fañch Oger
Ur c'haier-vakañsoù brezhonek ? Ur c'harned-beaj e Breizh ? Un tammig eus an daou. Dispac'hel eo al levr-mañ. Gantañ e c'halloc'h deskiñ traoù e-leizh diwar-benn Breizh ha lec'hioù arouezus ar vro, hec'h identelezh, hec'h hengounioù, en ur gas 15 kentel evit tañva ar yezh.
A-durgarez da galite ha da binvidigezh an tresadennoù, d'ar c'hoarioù fentus ha da vruzhunoù mousfent e teuio ar c'harned-beaj-mañ da vezañ ur "must" evit an hañv. Ar familh a-bezh a c'hello lenn ha c'hoari gant ar yezh en hec'h en-dro, ha dudiusoc'h e vo an devezhioù-heol !
Embannadur : Gouere 2013 Skeudennet e liv - Golo gwevn 32 bajenn - Mentoù : 21 x 29,7 cm - Pouez : 160 g. Embanner : Embannadurioù Goater ISBN : 978-2-918647-18-8
|
9.90 € TTC Er stok |
|