|
Levr brezhoneg-galleg
Skrivagnerien : Katell Leon, Visant Roue Tresadennoù gant : Nono
Ur « c'hit dreistvevañ » hag e « bannlevioù Breizh » war ar marc'had ? Eya, eno ez eus brezhoneg ivez ha muioc'h-mui zoken p?emañ ar braz eus ar Vretoned o chom e kêr ! Se zo kaoz ez eus kinniget deoc'h er pajennoù da heul un tañva eus ar brezhoneg ?hep bezañ erru poazh ganti ! C'hoant ?peus da c'houzout un tamm penaos en em zistripañ e brezhoneg en un toull-noz, war an draezhenn, en ur stad mell-droad pe war internet ? Ho mignon gwellañ e vo ar « c'hit dreistvevañ » ! Petra c'hoazh ? Mennet oc'h da vont gant ul live yezh laosk a-walc'h pa vez ret, ?fin mont gant an ton a zo dleet kavout bepred p?en em gavoc'h gant ar varaerez, ar skarzher tud pe ho mamm-gaer ? Kit da heul istor al Livoured, ha dreist-holl hini Mark ha Laura a viz da viz : ne voc'h ket dipitet?
Ready ? Tizh dezhi Yann-Vari !
Embannadur : Mezheven 2006 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 142 bajenn - Mentoù : 14 x 18 cm - Pouez : 165 g. Embanner : Les éditions du Temps ISBN : 2842743504
|
11.00 € TTC Er stok |
|