|
Levr bannoù-treset e brezhoneg
Skrivagner : Olivier Bras Tresadennoù gant : Jorge Gonzàlez Troet gant : Yannig Laporte, Jeremi Kostioù
D'ar Meurzh-se e tegouezh ar prezidant chilian Salvador Allende e Palez La Moneda, e kreiz-kalon ar gêrbenn Santiago. Martoloded ?zo a zo aet da hutined. Tenn-tre eo an darempredoù gant ar soudarded, lod anezho o deus aon e teufe ar Chili da vezañ un doare Kuba nevez.
En amzer ar brezel yen emaomp. E Washington e fell d?ar prezidant Richard Nixon e vefe skubet kuit Salvador Allende an hini aet ar maout gantañ en dilennadegoù e 1970. Graet e vezo an taol gant komandantoù an armeoù d?an 11 a viz Gwengolo 1973.
Kontet e vezo deoc'h devezh ar poutch-mañ gant un den eus ar Grupo de Amigos Personales (GAP) a ra war-dro surentez Allende. Ijinet penn-da-benn eo bet an dudenn-se, met ar pezh a vezo kontet deoc'h a vezo an tostañ ar gwellañ ouzh ar wirionez.
Savet eo bet an istor diwar-benn skeudennoù ha dielloù-son niverus. Ha fall an troù en diwezh evit ar prezidant Allende ha demokratelezh ar vro-se hag he deus ezhomm c'hoazh daou-ugent vloaz war-lerc'h d?en em zizober eus hêrezh diktatouriezh Augusto Pinochet.
Embannadur : Here 2019 Skeudennet e liv - Golo gwevn 72 pajenn - Mentoù : 18,5 x 24 cm - Pouez : 225 g. Embanner : Nadoz-Vor Embannadurioù ISBN : 979-10-93241-08-1
|
15.50 € TTC Er stok |
|