|
Levr bannoù-treset e brezhoneg
Skrivagner : Paskal Bresson Tresadennoù gant : Erwan ar Saeg Troet gant : Jeremi Kostiou
Gwalarn Mor Breizh, goañv 2004. Ur vag en argoll a zo kaset d'ar strad. En ur ober 37 eilenn.
E anv a vez diskouezet e pep lec'h : Bugaled Breizh. Pemp martolod dianket, ur vro a-bezh e kañv.
Evit Arthus Bosenneg, kazetenner lec'hel war an diskar, ez eo penn kentañ un afer meur. Petra a zo c'hoarvezet d'an deiz-se ? Adalek devezhioù kentañ e enklask ez eus bet traoù digempoell ha goulennoù diziskoulm. Ha dont a raio a-benn da drec'hiñ war gwask ar frammoù kefridiel hag e zrouksperedoù dezhañ, evit kavout ar wirionez ?
An oberenn-mañ, mesket enni traoù gwir ha traoù faltaziek, a glask diskoulmañ un afer ha n'eo ket diamzeret c'hoazh.
Embannadur : Here 2016 Skeudennet e gwenn ha du - Golo karton 144 fajenn - Mentoù : 20,5X28,5 cm - Pouez : 820 g. Embanner : Nadoz-Vor Embannadurioù ISBN : 979-10-93241-11-1
|
20.00 € TTC Er stok |
|