|
Levr bannoù-treset e brezhoneg
Skrivagner : Olivier Hensgen Tresadennoù gant : Daniel Casanave Troet gant : Yannig Laporte, Jeremi Kostioù
Daoust petra 'fell d'ar vroadelourien skosat kaout ? Er Rouantelezh-Unanet abaoe tri c'hantved, bet he doa bet Bro-Skos e dibenn ar bloavezhioù 1990 un emrenerezh strizh pa oa savet ur parlamant ha staliet ur gouarnamant e Dinedin.
Met ne voe ket trawalc'h da Alex Salmond, e penn Strollad Broadel Skos (SNP). Diwar miradoù eoul-maen Mor an Hanternoz e c'houlenn ministr kentañ Bro-Skos, a zo aet ar maout gantañ e dilennadegoù 2011, ma vo dizalc'h e vro.
Goude bezañ prometet e vo dalc'het ar rouanez da benn-Stad, e vo lezet an dud da vont ha da zont etre Bro-Skos ha Bro-Saoz hag e vo miret al lur sterling, deuet eo a-benn ar strollad eus an tu Kreiz Kleiz-se, diforc'h-mat diouzh strolladoù broadelour pe dizalc'hour all en Europa, da c'hervel d'ur referendom d'an 18 a viz Gwengolo 2014.
Ne vern petra vo an disoc'h, ne vo ket mui ar Rouantelezh-Unanet evel m'emañ bremañ.
Embannadur : Here 2014 Skeudennet e liv - Golo gwevn 42 bajenn - Mentoù : 18,5 x 24,2 cm - Pouez : 150 g. Embanner : Nadoz-Vor Embannadurioù ISBN : 979-10-93241-04-3
|
15.50 € TTC Er stok |
|