|
Levr brezhoneg-galleg Dastumad Atlas
Skrivagnerien : Mikael Bodlore-Penlaez, Erwan Chartier-Le Floch, Divi Kervella
150 kartenn evit kompren ar bed keltiek.
Atlas ar bed keltiek a ro tro, gant 150 kartenn divyezhek brezhoneg-galleg, da gompren gwelloc'h douaroniezh, istor ha pobloù ar broioù keltiek.
El levr-mañ e weler tri mil bloavezh istor ur sevenadurezh hag a vleunie war an hanter eus Europa en Henamzer. Bremañ e weler Bro-Skos o tihuniñ, Iwerzhon oc'h ober berzh gant hec'h ekonomiez, Kembre o lakaat he yezh da dregerniñ ha Breizh o sevel ur sevenadur birvidik : bev-buhezek eo eta ar broioù-se koulz hag o sevenadurioù.
Gant an oberenn-mañ e reer tro diazezoù istor ar sevenadurezh keltiek, met ivez tro an talvoudoù sevenadurel ha yezhel, hag ar stourmoù renet er broioù-se eus penn pellañ kornaoueg Europa.
Embannadur : Here 2014 Skeudennet e liv - Golo karton 142 bajenn - Mentoù : 34,5 x 24 cm - Pouez : 1215 g. Embanner : Coop Breizh ISBN : 978-2-84346-693-9
|
29.90 € TTC Er stok |
|