|
Levr e brezhoneg Rummad : Istor, glad
Troet gant : Sten Charbonneau, Gwenael Dage
Anavezet mat eo ar c'hrampouezh gant an holl, emit-hu ? Ma, kredit pe ne rit ket, danvez a-walc'h zo enno da vagañ enklaskoù a live uhel c'hoazh. Setu tolpet war-dro ar billig ur strollad arbennigourien war an Istor, an arkeologouriezh, an etnologiezh, an antropologiezh ha war ar bevfizik zoken, diwar goulenn pemp mirdi e Breizh.
Fonnus-kaer eo ar boued-spered zo bet serret ganto el levr-mañ, skeudennoù hag all.
Peadra zo da souezhañ ha da zeskiñ war stumm ar pilligoù ha framm an oaled abaoe ar Grennamzer, war furnez ar bobl ha kredennoù kozh an dud, ha c'hoazh war gizioù an amzer gwechall hag an deiz a-hiziv, er gegin, er pardon hag en ti-krampouezh...
Marteze e vo degemeret ar grampouezhoniezh evel ur gwir skiant un deiz bennak, piv 'oar. Evit bremañ eo an teñzor prizius-se ul lodenn a-bouez e sevenadur ar Vretoned, hep mar ebet.
Embannadur : Gwengolo 2020 Skeudennet e liv - Golo gwevn 120 pajenn - Mentoù : 19 x 25 cm - Pouez : 505 g. Embanner : Coop Breizh ISBN : 978-2-84346-897-1
|
19.90 € TTC Er stok |
|