|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Nathalie Beauvais Skeudennoù : Pierre Pelletier Troet gant : Drian Bernier
80 rekipe argegin vreizhat n'haller ket tremen hebioù ! Un dibab rekipeoù savet gant Nathalie Beauvais.
Un daeadenn nevez evit ar benngeginerez vreizhat : goude bezañ ijinet nouspet rekipe nevez gant an holl broduioù mat eus Breizh e kinnig ar wech-mañ Nathalie Beauvais tañva ar rekipeoù holl-vrudet eus ar gegin vreizhat, da lavaret eo 80 rekipe evit ur veaj keginañ mod Breizh hag a gaso ac'hanoc'h eus ar gaoteriad d'ar gouign-amann,
eus ar c'hig-ha-farz d'ar wastell giz Breizh, eus ar c'hrampouezh gwinizh-du da danavennoù braog gant chaous mod Kankaven...
Evel ma vez graet en he levrioù all e ro Nathalie displegadennoù sklaer-kenañ evit ma teuoc'h a-benn da fardañ he rekipeoù. Kinnig a ra deoc'h ur stumm nevez evit an holl rekipeoù pe dost, gant mennozhioù lipous evit reiñ ur stumm nevez d'ar rekipeoù klasel-mañ.
Evit ar re gurius e kont deoc'h istor ar rekipeoù hag o aozennoù. Hag evit kaout un ali mat evit ar c'hlotañ meuzioù gant ur banne gwin bennak he deus dibabet Nathalie un den arbennik hag e karantez gant he c'heginerezh : he gwaz, Arnaud ! Yec'hed mat !
Embannadur : Chwevrer 2020 Skeudennet e liv - Golo gwevn 172 pajenn - Mentoù : 21,5 x 27 cm - Pouez : 680 g. Embanner : Coop Breizh ISBN : 978-2-84346-883-4
|
25.00 € TTC Er stok |
|